Sportoù

A-c’houde 4 blez emañ aet hor strivoù-labour a-fet ar sport àr-du mont en-dro ar c’hevredigezhioù dreist-holl, da gentañ é preniñ dafar met ivez dre greskaat an harpoù-argant ha dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh ar re yaouank edan 19 vlez. Bet omp bet ivez kevelerion abadennoù departamantel pe rannvroel evel kampionad cross-country ar Mor-Bihan hag un tennad a Ruban Granitier Breton; sort kevelerezh zo e bal harpiñ ha skoazelliñ sportoù evel an atleterezh hag ar marc’h-houarn evel-rezon mes ivez brudiñ kêr PLEUWIGNER er media a sell douzh an darvoudoù-mañ.

2005 a vo bet ar blevezh ma vo bet lakaet ur bochad argant e sportva ar C’hozh Lannoù bet boulc’het get ar re en hor-raok. Evit gwir, da zijabliñ stad S. Mikael hon eus ranket dilojañ an holl stadoù lec’hiet àr ar C’hozh Lannoù evit gellet degemer eno daou glub mell-droad Pleuwigner. Mes glouestret e vo unan ag ar stadoù-mañ d’an atleterezh èlkent dre ma n’eus staliadur ’rall erbet c’hoazh d’ ar stad-mañ. Àr al lec’h nevez-mañ e vo adstaliet ar skate-park ha razh bet divontet ag ar stad S. Mikael. È prederiañ e vezer ivez a-zivout tachenn-sport Bieuzhi-ar-C’hoed evit he lakaat douzh ar reolennoù a-vremañ ha gouarn d’an USBL ur vuhez sport kevredigezhel a vignoniezh.

Evit ar pezh a sell ouzh ar sportoù diabarzh zo mall lakaat ur sal e-kerz ar c’hluboù judo, jiminas ha dañsoù, evit ar mell-baner, ar mell-dorn, ar volley-ball, ar badminton … , an diviz da aotren ar Maer da reiñ lañs d’ur raktres sal zo bet votet gant ar c’huzul-kêr, d’ar 15 a viz Kerzu 2005 , war ar stern e vo er bloavezhioù 2006 ha 2007.

Dindan grenn amzer mui pe vui e vo ret en em soñjal evit toiñ un dachenn dennis pe ziv. Ha staliañ ur poull-neuial un tamm diwezhatoc’h en defe an tu mat da gontantiñ ar sportourien, ar skolioù koulz hag an touristerezh. Ha da achuiñ eo ret soñjal en arvesterien sportoù diavaez. Sevel un dribunell war an dachenn a enor a c’hallfe klozañ kempenn sportva AR C’HOZH LANNOÙ.

Gérard PILLET

Eilmaer ar sportoù

Partager cette page sur :