Ur ger a-zivout an istor

Kumun Pleuwigner a-hed ar c’hantvedoù.

Douar Pleuwigner a-raok ar Vvet ktved kent J.- K.

Koshañ trechad bezañs mab-den àr zouar Pleuwigner – relegoù bouc’haloù mein – hor c’has àr-dreñv betek meur a vilvedoù kent J.-K.

E 1982 e voe bet dizoloet get Daniel Tanguy, en Talhoed, routoù ur gêriadenn ag amzer an houarn. Ar pezh a ziskouez o doa ar Galianed, ha tud arall c’hoazh en o-raok, graet o annez e Pleuwigner ; anad a gaver eno ag ur c’hloz ha daou di, unan anezhe àr ront hag an arall savet pechañj e feson ur biramidenn ; kavet a zo bet ivez bezioù bihan ha tammoù poderezh..

Ar Romaned, int ivez, o deus lezet un nebeut merchoù àr o-lerc’h ; da skouer an tegulae bet kavet e Kergi.

Ar Vvet ktved : pa voe savet Pleuwigner….

E-korf ar Vvet ktved e treuzas ar Vretoned Mor-Breizh aveit donet da Vreizh-Arvorik. Gete e tas difraosterion ha menec’h beleion. D’ar c’houlz-se eo e tas Breizh da vout kristen.

Pleuwigner, ar barrez, a voe savet e-pad ar Vvet Ktved get St-Gwigner hag e gañsorted daet ag Iwerzhon da c’hounid an Arvorik (Breizh hiniv) d’ar feiz kristen.

Sant Gwigner, ganet en Iwerzhon, en dehe bevet er Vvet ktved. Anavet e Iwerzhon dindan an anv Fingar, en anv kentañ, e vehe bet mab d’ur roue. Sant-Padrig, avielour Iwerzhon, eo er gounidas d’ar feiz kristen. E dad, get ar valis é welet e vab é tilezel an doueed kozh, er forbanas er-maez ag ar vro. Setu e kuitaas Iwerzhon aveit donet da Vreizh-Arvorik lec’h ma kemeras un anv arall : Gwigner.

Tro 450 e varvas e dad hag e tistroas Gwigner d’e vro, da Iwerzhon. Nac’hiñ a ras kemer danvez ha kurunenn e dad. Goude-se eh as da Vreizh-Veur get ar c’hoant gounit d’ar feiz an alouberion pagan, Juted, Angled ha Saozon o doa aloubet un tiriad bras ag ar vro. Dilestriñ a rezont, Gwigner hag ar 700 arall a dud daet da sikour getañ avieliñ ar baganed, e Kerne-Veur ; eno e oant bet pilet ha lazhet holl get ar Juted hag ar Saozon kaset d’an emgann get ur penn kadour yaouank anvet Hengist. Setu ar pezh a gont deomp an… hengoun !

Pleuwigner er Grennamzer….

Un dousenniad motennoù kreñvaet, bertimoù ha klozioù kelc’hiet a zo bet kavet àr zouar Pleuwigner ; dre skouer e Koed-Magoer, Kêrcheroù, Kêrvernard pe Kozh-Kastell.

Meneg skrivet koshañ ar barrez a zo ag ar blez 1259 : Ple Guinner. E 1325 ha 1337 e kaver an anv skrivet Pleu-Vingner.

D’ar c’houlz-se e oa Pleuwigner a-bezh, pe dost atav, lodek e domani hag e justis baroniezh Lannvaoz ; betek ar blez 1328 ma oa bet distroet get Duk Breizh en dalc’has d’e lod. An Duk e-unan eo a roas un darn ag an domani-se da abati Lannvaoz da gentañ ha da gouvant St-Mikael ar Champ goude.

Aveit ar pezh a sell ar sevel hag ar batisiñ ne gaver ket forzh a routoù ag ar grez roman àr ar gumun. An doare gotek en deus lezet testonioù stankoc’h hag a vo kavet, dre skouer, e chapelioù An Drinded er Voustoer pe Sant-Fiakr Trelekan.

Pleuwigner etre an XVIvet hag an XVIIIvet ktved…..

Ag an XVIvet kantved, ag amzer an Azginivelezh e ta deomp ar c’hentañ tier peizant brav, savet e mein : fenestri ha dorioù get mein kizellet ha labouret en-dro dezhe, un troc’had to teñv àr an doenn, solerioù koad ha pri mesket, ul leur pavet get greunvein. E renk ar chapelioù savet er grez-se, get pezhioù gotek flamm ha pezhioù an doare nevez mesket, e ranker menegiñ hini Itron-Varia Mizerikord.

D’ar XVIIvet ktved, un amzer ma voa bev-birvidant ar feiz kristen ha stankoc’h an argant er vro, e voe kempennet ilizioù ha chapelioù ar barrez, bravaet get telwennoù ha livadurioù.

E-pad ar XVIIIvet e tas ur kleñved-red – ar vrec’h marse – da ober distruj a boreadoù dre ar barrez. Kement-se a zo kaoz ma voa roet un ti er vourc’h da leannezed ar Furnezh da veviñ etreze ; degemeret e voent bet eno d’ar 27 a viz Genver 1774 ha karget azalek neuze d’ober àr-dro an dud klañv ; fiziet e oa bet enne ivez sikour predeg lezenn Doue ha deskiñ bu ha ba al lenn hag ar skriv d’ar vugale (hervez Pluvigner. Histoire et Patrimoine, Pluvigner, 1995). E-pad tro daou gant vlez e chomo ar seurezed e Pleuwigner. Chapelig St-Adrian a oa lod ag o ospital ; er savadur-se e kaver hiniv al levraoueg hag ar greizenn liesvedia.

Get achumant ar c’hantved hag an dispac’h gall e voe savet ar gumun hag anvet ar c’hentañ koñseilh, da lâret eo ar galloudoù a gemero lec’h ar barrez àr meur a dachenn. Betek kreiz Gwenholon 1792 e talc’had ar velean d’ober àr-dro ar c’haieroù marilh ; d’an 16 ag ar miz e voent roet get ar person da vaer kentañ kumun Pleuwigner, d’an aotrou Frañsoa Yann-Vari Porral.

Ar blezadoù-se a zo ivez amzer ar chouañted. Kavet e vo anezhe dre ar vro ; gellet a rer menegiñ dre skouer ar re ag ar gumun bet arrastet ha bac’het e ti an Ursulined e Gwened : Joachim Roperzh, Frañsoa Gwenneg, Frañsoa Annig.

An XIXvet ktved pe prantad ar bed arnevez…

D’an amzer-se e arruas ar skol hag an hent-houarn, amañ èl e lec’h-arall. Bev-buhez eo ar gumun get artisaned a bep sort é labourat : goved, saboterion, gwiaderion.

Gwazed Pleuwigner o deus, èl ar re-arall, kemeret perzh en holl brezelioù. Ret eo neoazh menegiñ nend int ket stank ar c’humunioù ma kaver enne ur monumant savet d’ar soudarded marvet er brezel 1870 ; e Pleuwigner eh eus unan.

Partager cette page sur :