Degemer mat e Pleuwigner

.

Ar gaoz d'an aotrou Maer

Degemer mat e Pleuwigner… Douar degemerus, pinvidik a-fet glad

E gwasked Koadeier Lannvaoz doc'h an hanternoz, durc'haet d'ar C'hreitreiz, tostik tra d'ar Meurvor, Pleuwigner zo ur gumun digor-mat ha lechiet a-vod.

A-viskoazh he deus gouiet hor bro tenniñ gounid ag he lec'h, digor mand eo bet dre an hentoù mor àr ar bed a-bezh. Pleuwigner, ar gumun modern a anavomp hiniv, a zalc'h atav da sellet get gred doc'h an amzer da zonet ; setu perak eh eus bet savet ur yoc'h aezamantoù ha servijoù foran (skolioù, sportva, melestradurezhioù...)

Gennadoù labour liesseurt (labour-douar, kenwerzh, artizanerezh, touristerezh...) a ra ur bochad evit berzh mat hor c'hornad. C'hwi hag a faot deoc'h sevel ti pe stal amañ, goulennit hardizh get an ti-kêr. E-leizh a draoù a vo kinniget deoc'h :

- E bourc'h Pleuwigner (penn-kanton) eh eus tro da gavet demeurañs koulz e bod pe àr dachenn prevez, tachadoù artizanerezh ha greanterezh.

- E bourc'hig disafar Bieuzhi-ar-C'hoed, tost d'ar forest, ne voc'h ket pell a zoc'h aveadurioù touristel flagenn al Loc'h (poull-dour, tachenn-gampiñ...).

- Er pennc'hêrioù eh eus tier kozh a nevez kempennet.

Tostik tra en em gavoc'h doc'h an hentoù bras ha doc'h ar c'hêrioù bras, ha neoazh en un endro kaer.

Guigner LE HENANFF, Maer Pleuwigner

Choajiñ Pleuwigner

A-fet touristerezh ha dizoloiñ ar vro en em gav Pleuwigner lec'hiet a-feson. Ur misi e vo deoc'h en em gavet e-kreiz ar maezoù, ha c'hwi ken nemet 20 munutenn hent a-zoc'h magoerioù-kreñv Gwened, d'un tu, ha kement-all a borzh an Oriant, d'un tu rall,.

En Hanternoz emañ Lanneier Lanvaoz ha forest Kamorzh. Er C'hreisteiz en em gav lec'hioù vakañsiñ ken brudet èl Karnag, Kiberen, an Ardeven ...

En arbenn da zouar Pleuwigner bout bet poblet abaoe ar ragistor en em gav eno e-leizh a drezolioù, bezioù ag oadvezh an houarn, mein-sav galian, routoù motennoù ag ar Grenn-Amzer, kastelloù savet da goulz an azginivelezh. Ken liessort eo ar glad relijiel ma kaver un anfin a chapelioù, a groazioù, a feutanioù - lies get ur poull-kanniñ - amañ-ahont dre ar maezoù.

Get an endro-se e kaver gras da dremen e amzer vak eno, tost a-zoc'h ar mor èl a-zoc'h ar c'hoadoù ken plijus bale enne. Gras deoc'h enta d'o dizoloiñ en ur zoujiñ dezhe...

Dre hentoù hag ivarc'hoù e voc'h hentet, àr droad pe àr varc'h-houarn, a chapel da chapel, a-dreuz maezoù labouret ha lanneier.

Ha, piv 'oar ?, marse ho po tu d'en em gavet, en ur vale a-dreuz ar banal hag ar raden, get ur c'harv bennak, marse mem tañvaat kan ha richan an evned distroet get an amzer gaer.

Gwazh al Loc'h - ur gwir stêrig - hag hec'h adwazhioù, a sacho ar besketaerion, en o-unan pe a diad, davet o ribloù diamen ha sioul...

Penaos dont da Bleuwigner

An troiadoù bale

Klikit amañ evit gouiet hiroc'h e galleg a-zivout ofis an douristelezh

Klikit amañ evit gouiet hiroc'h e galleg ar gouelioù a-hed ar blez

Ti-kêr

Daveennoù Ti-kêr Pleuwigner

An Aotrou LE HENANFF Guigner

An Itron PLUNIAN Réjane

Plasenn Sant Mikael

56330 PLEUWIGNER

02 97 24 71 34

mairie@pluvigner.fr

Klikit amañ evit gouiet hiroc'h e galleg a-zivout servijoù ar paperoù ofisiel

Servijoù-kêr

Glad

Diaporama


Armerzh - Kevredigezhioù

Klikit amañ evit bout ar roll anezhe e galleg

Er roll e kavoc'h penaos monet e darempred get an holl servijoù lec'hel - servijoù an ti-kêr, kevredigezhioù, embregerezhioù ha servikoù melestradurel. Tu a zo klask dre servij ha gwelet penaos kavet pep unan anezhe àr gartenn ar gumun.


Agence de création de sites Internet pour les professionnels et les collectivités située à Nantes