Degemer mat e Pleuwigner

.

 

Choajiñ Pleuwigner

A-fet touristerezh ha dizoloiñ ar vro en em gav Pleuwigner lec’hiet a-feson. Ur misi e vo deoc’h en em gavet e-kreiz ar maezoù, ha c’hwi ken nemet 20 munutenn hent a-zoc’h magoerioù-kreñv Gwened, d’un tu, ha kement-all a borzh an Oriant, d’un tu rall,.

En Hanternoz emañ Lanneier Lanvaoz ha forest Kamorzh. Er C’hreisteiz en em gav lec’hioù vakañsiñ ken brudet èl Karnag, Kiberen, an Ardeven …

En arbenn da zouar Pleuwigner bout bet poblet abaoe ar ragistor en em gav eno e-leizh a drezolioù, bezioù ag oadvezh an houarn, mein-sav galian, routoù motennoù ag ar Grenn-Amzer, kastelloù savet da goulz an azginivelezh. Ken liessort eo ar glad relijiel ma kaver un anfin a chapelioù, a groazioù, a feutanioù – lies get ur poull-kanniñ – amañ-ahont dre ar maezoù.

Get an endro-se e kaver gras da dremen e amzer vak eno, tost a-zoc’h ar mor èl a-zoc’h ar c’hoadoù ken plijus bale enne. Gras deoc’h enta d’o dizoloiñ en ur zoujiñ dezhe…

Dre hentoù hag ivarc’hoù e voc’h hentet, àr droad pe àr varc’h-houarn, a chapel da chapel, a-dreuz maezoù labouret ha lanneier.

Ha, piv ‘oar ?, marse ho po tu d’en em gavet, en ur vale a-dreuz ar banal hag ar raden, get ur c’harv bennak, marse mem tañvaat kan ha richan an evned distroet get an amzer gaer.

Gwazh al Loc’h – ur gwir stêrig – hag hec’h adwazhioù, a sacho ar besketaerion, en o-unan pe a diad, davet o ribloù diamen ha sioul…

Penaos dont da Bleuwigner

An troiadoù bale

Klikit amañ evit gouiet hiroc’h e galleg a-zivout ofis an douristelezh

 

Ti-kêr

 

Ti-kêr

Ober sokial

Sportoù

 

Armerzh – Kevredigezhioù

Klikit amañ evit bout ar roll anezhe e galleg

 

Er roll e kavoc’h penaos monet e darempred get  an holl servijoù lec’hel – servijoù an ti-kêr, kevredigezhioù, embregerezhioù ha servikoù melestradurel. Tu a zo klask dre servij ha gwelet penaos kavet pep unan anezhe àr gartenn ar gumun.

 

Partager cette page sur :