Ar Porzhoù

.

Porzh Kerloeiz – XVIIvet kantved

Bout ma’c’h eus un nebeud roudoù ag ar Grennamzer, emañ tal ar c’hastell ag ar XVIvet kantved. Prenet e oe bet douar Kerloeiz e 1607 get an Aotrou Kerioled, Olier Gouveloù. E vab Pêr, kuzulier e Breudoù Breizh, a vourre é ribotal, betek an deiz ma reas pinijenn ha ma taas da vout manac’h. Daet da vout beleg, an aotrou Pêr Kerioled a savas en Alre un ospital evit ar glaskerion-vara a veze é tonet da bediñ Santez Anna. Lesanvet e oa « Forbann Doue »; mervel a reas e 1660 ha beziet e oa bet en iliz Santez-Anna-Wened . Ur chapel brevez, distag doc’h ar c’hastell, ha teir magoerenn en ardreñv-keur, a ziskouez pegen bras e oa domani an aotrounez-se gwezharall.

Porzh Keronig – XVIvet kantved

Da re ar Wern e oa ar porzh a-c’houde 1426 ha betek ar XVIvet kantved. Er XVIIvet kantved e voe piaouet get ar re Eudo. Tres ar savadur, dre vras, a ziskouez ec’h eus bet ouzhpennet tammoù meur a wezh : àr dal ar c’hornôg ec’h eus fenestroù get bannoù-etre hag ouedoù rikamanet hag àr dal ar reter ec’h eus ur gazel get garidoù.

Bout ma’c’h eus ur chapel diabarzh kuzhet en un tour bras, e oa bet lakaet sevel ur chapel arall en diavaez, tostik-tost d’ar porzh, get an aotrou Loeiz Eudo, vikel-bras Gwened, e 1640.

Porzh Rimezon – A-raok an XVIIIvet kantved

Ar porzh, bet da gentañ e Bieuzhi-an-Dour, a oa bet dilezet en XVIIIvet kantved, ha tamm-ha-tamm e oa bet dismantret ar magoerioù hag implijet ar vein er c’hêrioù a-ziàr-dro. E-kreiz ar blezadoù hanter-c’hant e oa bet prenet an dismantroù ha degaset e oant bet d’al lec’h m’emaint bremañ.

Adsavet eo bet ar porzh get tri savadur liammet kenetreze get un hent-tro-ged e ziv c’harid. Div gazel zo d’ar c’hastell : hani ar c’hreiznoz, pe Lojeiz ar Warded, ag ar XIV-XVvet kantved, ha hani ar c’hreisteiz, pe Lojoù ar Chas, ur c’horf-ti ag ar XVIvet kantved.

Partager cette page sur :