Ar chapelioù hag ar fetanioù

.

Chapel Sant Klomer – XV kantved

Glouestret eo ar chapel d’ur sant bras a Iwerzhon, en deus krouet e-leizh a vanatioù ha savet ur reolenn evit ar venec’h er bed keltiek. N’eus digor ebet er c’hreiznoz nag er reter, keijet eo ar vein er mañsonadur, ha diaes eo kompren an arouezioù engravet, div groez er c’hornôg, pennlizherennoù doc’h ar pignon a-dreñv ar c’heur hag ur rozenn mui ur groez doc’h maen-bolz dor ar c’hreisteiz. Er chapel e kaver ur stern-aoter, delwennoù ag an XVIIIvet kantved, ur bank magoer get ur maen benniget a 1453, ha sur a-walc’h e veze lidet ofisoù amañ gwezharall get ur gumuniezhig menec’h.

chapelleStColomban 

Chapel an Drinded er Voustoer – Dibenn ar XVvet kantved (Ar Voustoer)

Doc’h ma lâr ar vojenn, ar Voustoer, glouestret d’an Drinded, e oa kentañ ti-pediñ sant Winier. Er savadur, gotek flammek e stil, ec’h eus ur sablezenn a laka da soñjal emañ bet savet e penn kentañ ar XVIvet kantved. Ardamezioù re ar Girizeg, « en erminigoù e gab gwriet en argant, karget get div gregilhenn en gul », evel ma lârer en enskrivadur, zo engravet doc’h dor ar gornôg, anezhi ur wareg lakaet àr bileroù moan. Àr-dro 1600 e oa bet ouzhpennet pevar zreuziad d’an tri a oa dija, hag ar c’heur a oa bet adsavet diwezhatoc’h.

Fetan ha forn – Chapel an Drinded

Ar Voustoer

E-tal ar chapel e kaver ur fetan hag ur forn, evel ma vez kavet alies er c’hornad. Testoni douget d’ar feson ma yae en-dro buhez ur gumuniezh gwezharall.

Chapelle de la Sainte-Trinité 

Chapel Itron-Varia Vizerikord – XVIvet kantved (mein greunit)

Savet eo bet ar chapel en ur stil hanter-hent etre ar c’hiz c’hotek flammek hag arz an azginivelezh. Ar savadur en em astenn àr-hed un ugent metr bennak ; harpet eo àr pileroù, unan e pep korn ; ha daou bignon zo kinklet get kern a builhentez hag unan anezhe zo toket get ur c’hloc’hdiig brav.

Doc’h tal ar jube, savet e 1623, e weler an daouzek abostol kizellet er c’hoad.

Ar stern-aoter, ennañ meur a banell livet hag alaouret, zo ur pezh unvan ha kempouez, klasel e stummoù met puilh e ginkladur barok. Ar stern-aoter zo kaoz mad eo bet stanket ar fenestr greiz.

chapelle Notre Dame de Miséricorde 

Chapel Sant Meriadeg – XVIvet kantved

Ar chapel a oa edan dalc’h Porzh-Menec’h Lanvaoz, savet en XIvet kantved, ha d’eno e yaed e perc’hinded, adal ar XVIvet kantved, d’an tri sadorn kentañ ag ar C’horaiz.

Ar chapel zo bet adsavet hag adkempennet meur a wezh evit resev ar fideledi.

Ar blezad 1549 zo engravet àr ur sablezenn, get anv Bertrand Broel, abad Lanvaoz, an hini a roas, sur a-walc’h, lañs d’al labourioù kempenn. Labourioù arall a oa bet graet er XVIIvet kantved, evit sevel ur sekretiri hag adsevel ul lodenn a dal ar c’hornôg.

photo page chapelle Saint-Mériadec 

Chapel Santez Brec’hed – XVIvet & XVIIvet kantved (mein greunit, Kerizan)

Ar chapel, savet etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved – e 1834 pe 1884 emañ bet graet an tourig – zo glouestret da santez Brec’hed a Iwerzhon, abadez Cill Dara..

photo page Chapelle Sainte-Brigitte

Chapel Sant Wion – Àr-dro 1600

Er chapelig-mañ, zo bet dilezet bremañ, e veze benniget ar roñseed da zeiz ar pardon e miz Gwenholon. A-dreist an talbenn tric’hornek ec’h eus ur grusifi, edan un doubled (ur baled) lec’h ma kaver skeudennet an heol hag al loar.

A-barzh ar chapel ec’h eus un delwenn a S. Wion, e giz ur manac’h beneadad hag ur stern-aoter e tri fastell ha taolennoù livet, sternet get pileroù korintat ag an XVIIIvet kantved.

stguy 

Chapel Kouvant ar Grañj, gouestlet da Itron-Varia Fatima – 1895

Er blezadoù tri-ugent hepken, pa oa bet prenet ar c’houvant get breuderiezh kenlabourerion parrez ar C’hrist-Roue, e oa bet glouestret ar chapel da Itron-Varia Fatima.

Ur bankour pinvidik, an aotrou Guilloteaux, eo en doa lakaet sevel chapel Itron-Varia ar Pin, e 1889, abalamour d’e verc’h Marcelle a oa marvet get ar glac’har goude ma oa kollet he galant, un ofisour a vor.

Lodek eo ar savadur-mañ, nevez-roman e stil, en ti bet savet e 1889 da reiñ bod da emzivaded ar vartoloded beuzet er mor.

Iliz Sant Bieuzhi – XVI kantved

Savet eo bet ar chapel el lec’h ma rae sant Bieuzhi un diskuizh, doc’h ma lârer atav er vojenn, pa yae da welet e vignon sant Weltaz. Àr dal ar c’hreisteiz, ag ar blezad 1593, ec’h eus div zor ha teir fenestr. E 1838 e oa bet lakaet un nor-dal, get ur tourig karrez pikernek e veg, àr dal ar c’hornôg ha daet e oa ar chapel da vout stag doc’h an iliz-parrez. Diabarzh ar savadur zo kinklet e feson ar XVIIvet kantved, ha doc’h div banell goad kizellet e weler ar sant patrom hag ar Werc’hez get he mabig.

Chapel Sant Wal – XVII kantved

Glouestret eo ar chapel da sant Wal (Goal) , ur sant bet ganet e Breizh er VIIvet kantved. Hirgarrezek eo he stumm ha div zor zo àrni, er c’hornôg hag er c’hreisteiz, ag an Azginivelezh, a benn kentañ ar XVIIvet kantved moarvat. Get ur fenestr hepken, àr dal ar c’hreisteiz, eo sklêrijennet ar c’heur. Brasaet ha treuzfurmet e oa bet en XVIIIvet kantved.

Er stern-aoter ag ar XVIIvet kantved e kaver un delwenn a sant Bruno, e maen, hag unan arall a sant Meriadeg, eskob, e koad.

photo page église Saint-Bieuzy 

Chapelle Saint Fiacre à Trélecan – XV siècle

Ag ar chapel, savet marse kent ar XVvet/ kantved, ne chom nemet ar c’heur ha diaz kazel ar c’hreisteiz get o fenestri. Diaes eo gouiet hag ar blezad 1453 a denn d’ar gazel ouzhpennet er c’hreisteiz pe d’ar chapel adsavet en he fezh. Stil ar fenestri a ziskouez kentoc’h dibenn ar XIVvet kantved. Dibar eo ar volz doubl zo etre ar c’heur hag an nev.

Taolit evezh doc’h bank magoer chapel ar c’hreisteiz ha doc’h ar piñsin dour benniget ag ar XVvet kantved hag ar gredañs.

Photo page Chapelle Saint-Fiacre 

Chapel Sant Wenael – XIXvet kantved

E 1888 e oa kouezhet ar chapel-mañ en he foull. Ur peizant a veiteri ar Park a werzhas unan ag e dachennoù evit adsevel ar chapel el lec’h m’emañ bremañ. Diginkl ha yen eo ar savadur. Er reter emañ ar sekretiri, doc’h un nev c’hwec’h lodenn, sklerijennet get fenestri àr hantergelc’h.

Sant Wenael a beder eno da bellaat an darvoudoù fall..

photo page Chapelle Saint-Guénaël Détail de l'Autel 

Chapel ar Werc’hez – XVvet kantved

Ne chom ag ar chapel gozh-mañ, savet e 1426 tost d’an iliz-parrez, nemet teir volz àr du an nev. Teir bolz arall é tont ag ar c’heur hag ar bann-kroaz hag elfennoù ag an teir fenestr c’hotek flammek zo adlakaet bremañ e chapel maner Rimezon. Ar chapel gozh zo kouezhet en he foull er blezadoù tri-ugent, abalamour d’an argant dioveret da zerc’hel ar c’hoadaj e sta.

photo page présentation vestiges et monuments disparus 

Iliz-parrez Sant Winier – XVIvet kantved

An darn vrasañ ag ar savadur zo ag ar XVIvet kantved. An tour mod kozh hag ar c’hloc’hdi a oa bet savet e 1781 mes labourioù adkempenn a oa bet en XIXvet kantved. Evit ar c’hoadaj, da skouer, hag ar sekretiri a oa kouezhet ar gurun àrne e 1841. Er blezad goude e oa bet savet bannoù-kroaz a ra stumm ur groaz latin d’ar savadur.

Glouestret eo an iliz-parrez da sant Winier (Gwigner) hag e relegoù a vez douget e prehesion. Get ar sant ec’h eus un ael é tougiñ ur skoed-ardamez get un erminig. Marse emañ skoed-ardamez un donezonour…

Ar ar gwerennoù-livet (1932-1933) e vez kontet darvoudoù a vuhez tud brudet ar barrez, evel Sant Wenael, an aotrou Keriolet pe Sant Winier.

Fetan Sant Winier (1526) : get ar sant e-unan e vehe bet lakaet ar fetan da strimpiñ ag an douar. Da zeiz pardon ar sant merzher e ranke an dud klañv get ar remm evet dour ar fetan ha tremen edan ar seizh relegouer. Ar savadur bihan krommvegek zo ur groaz vihan àrni ha tri foull dirakti. Get un enskrivadur, tost dilennapl hiniv, e c’heller gouiet emañ ar fetan ag ar XVIvet kantved.

photo page de présentation Patrimoine 

Chapel Sant Adrian – XVvet kantved

(Mein benerezh goloet get indu – Ospital) Savet e oa bet ar chapel get un urzh ospitalierion. E 1774 e oa bet adkempennet get an aotrou a Geronig evit reiñ bod eno da leanezed ar Furnez pa oa bet ur gwall bore er vro, ar vrec’h pechañs. Betek 1974 e oa bet kendalc’het al labour-se da wellaat d’an dud klañv, a-gevret get al labour kelenn da vugale ar gumun.

Partager cette page sur :