An troiadoù bale

.

Troiadoù bale a vez kinniget deoc’h àr-dro Pleuwigner. Gete ho po plijadur é tizoloiñ, en un endro gwarantet ha didrouz, karg a destoù  ag an amzer dremenet.

Pep troiad a c’hell bout graet edan un endervezh, get ar c’harr. Sioul-meurbet eo an hentoù bihan hag aliañ a reer d’an dud mont àr varc’h-houarn hag àr droad

 N°1 Troiad Penn Prad

Liv ar merkoù : Ruz

Hed : 4,5 km

Deroù/Dibenn : Hent Poulloù Mikael

Hentoù teret : 40 %

Traoù da welet :poulloù-kannañ kozh,

d’eno e tae merc’hed ar c’harter gwezharall

da walc’hiñ o dilhad. 

 N° 2 Troiad Sant Winael

Liv ar merkoù : Mourb (limestra)

Hed : 7,5 km

Deroù/Dibenn : Hent Poulloù Mikael

Hentoù teret : 80 %

Traoù da welet :chapel a 1888

 N° 3 Troiad ar Voustoer

Liv ar merkoù : Glas

Hed : 8 km

Deroù/Dibenn : Fetan Sant Winier

Hentoù teret : 70 %

Traoù da welet :Chapel, fetan,

poulloù-kanniñ ha forn er Voustoer 

 N° 4 Troiad Mizerikord

Liv ar merkoù : Melen

Hed : 10 km

Deroù/Dibenn : Fetan Sant Winier

Hentoù teret : 40 %

Traoù da welet :chapel I.-V. Vizerikord 

 N°5 Troiad Logivieg

Liv ar merkoù : Gwer

Hed : 6 km

Deroù/Dibenn : Fetan Sant Winier

Hentoù teret : 55 %

Traoù da welet :Er penn-kentañ emaoc’h àr Hent ar Chouaned..

 N°6 Troiad Botioch

Liv ar merkoù : Orañj

Hed : 7,5 km

Deroù/Dibenn : Plasenn ar Werc’hez

Hentoù teret : 35 %

Traoù da welet :Furchadegoù henoniezh e Talc’hoed

Kêriadenn Poull ar Vran : magerezh moc’h-gouez

Gweladenniñ a c’heller etre miz Ebrel ha miz Kalan-Gouiañv

 TROIAD NEVEZ   

Troiad Sant Trevel

Liv ar merkoù : Melen

Hed : 10 km

Deroù/Dibenn : Poull an Tanin

Live : kerzherion vat

Hentoù teret : 10 %

Klikit amañ evit gouiet hiroc’h a-zivout ofis an douristelezh

Klikit amañ evit gouiet hiroc’h ar gouelioù a-hed ar blez

Partager cette page sur :